Doare brezhonek

Kemperle Kumuniezh a oa bet krouet d’an 28 a viz Kerzu 1993, war-bouez un diferad-prefed. 25 500 annezad a oa enni neuze ha 9 c’humun a oa bodet enni : an Arzhanaou, Bei, Banaleg, Lokunole, Mellag, Kemperle, Sant-Turian, Tremeven, Kemperle hag an Treoù-Kerne.

An deiziadoù a bouez :

  • d’ar 26 a viz Ebrel 1996 : Kemperle a oa en em dennet diouti, Rieg ha Molan a oa deuet da vezañ ezel anezhi, ur 4e post besprezidant a oa bet krouet.
  • d’an 20 a viz Gwengolo 1996 : ur 5vet post besprezidant a oa bet krouet.
  • d’an 23 a viz Kerzu 1996 : Skaer a oa deuet da vezañ ezel anezhi.
  • d’an 29 a viz Kerzu 1999 : kemmet e oa bet ar c’hembelioù, reolioù an telloù, ur 6vet post besprezidant a oa bet krouet, kresket e oa bet an niver a eilerien ha roet e oa bet aotre da Gemperle Kumuniezh da seveniñ pourchasoù e-lec’h strollegezhioù ha DPKE* all.
  • d’an 28 a viz Kerzu 2001 : Kloar-Karnoed, Gwelegouarc’h, Kerien, Kemperle ha Redene a oa deuet da vezañ izili anezhi.
  • Miz Gwengolo 2011 : treuzkas mererezh ar politikerezh touristel da Gemperle Kumuniezh. Krouiñ un Ti an douristed evit bro Kemperle (oberiant e deroù 2013) evit erlec’hiañ ofisoù an touristerezh a oa er c’humunioù.

16 kumun a ya d’ober Kumuniezh tolpad-kêrioù Kemperle hiviziken, dezhi ur gorread 606 km2 ha 55 464 a annezidi en holl enni.

(Stadegoù lezennel Insee 2016, e talvoud abaoe ar 1 a viz Genver 2019).

*DPKE = Diazezadur publik a genlabour etrekumunel

Ar c’humunioù

An Arzhanaou, ur gumun diwar ar maez, en em astenn war 3413 hektar er reter da Gemperle. Bevennet eo gant an Ele er c’hornôg ha gant ar Skorf, a zisparti anezhi diouzh ar Mor-Bihan, er reter. Flondrennoù an div stêr-se hag o c’hêriadennoù gant tiez kaer renevezet zo lec’hioù boemus evit an douristed hag a ro c’hoant d’ober anaoudegezh gant an natur.

Ar vourc’h, war lez an hent-departamant D22, zo enni 1410 annezad ha stalioù-kenwerzh bihan (stalioù-bara, ispiserezh-kigerezh, tavarnioù butun) kenkoulz ha servijoù mezegiezh ha lezvezegiezh (medisined, kreizenn brederiañ, apotiker, dentour, leuñvour, luneder). Ur skol renevezet nevez zo a zegemer 155 bugel eus ar skol-vamm d’ar c’hlas KE2.

An Treoù-Kerne zo war-hed 10 munut hent d’ar muiañ diouzh daou eskemmer war an hent-tizh (Kervidanou, Kerandreo-Loyann), 10 min diouzh Kemperle (kêr greiz) ha dindan 20 munut diouzh an aod. Un endro bevañ plijus zo gant hec’h annezidi, tro-dro d’ur poull-dour kempennet er vourc’h gant un dachenn-c’hoari evit ar vugale.

Tud an Treoù-Kerne o deus servijoù nes a-leizh (ur stal-vara, ur stal-ispiserezh ha kazetennoù, ur stal-vutun, div davarn, ur saloñs ficherezh-blev, ur skol-gumun hag ul levraoueg 100 m2 bet digoret e 2012) ha gant-se n’o devez ket an dud da vont re gant o c’hirri. Ouzhpenn se e vez ingal kenwerzherien red o werzhañ o marc’hadourezh er vourc’h (marc’hadour pesked, pizzaiolo, charkuter tineller).
Puilh eo glad henoniel ar gumun ivez, gant Maen-hir Lanniskar, taol-vaen Goalichod, hep disoñjal Intron Lanniskar (delwenn maen-hir) a c’haller gwelet e mirdi ar Ragistor e Penn-ar-Bed, e Penmarc’h. N’eo ket fall an traoù kennebeut evit ar glad relijiel, gant chapel Kerdute, feteun Sant-Harbod hag ar c’halvarioù dreist-holl

E Banaleg, « Bro ar Balan », n’eus ket diouer a goantiri pa gaver enni maezioù dudius ha sioul koulz hag ar mor e-kichen.

Ur vourc’h vras eo Banaleg, enni keriadennoù a-leizh gant o c’hwec’h chapel, o fornioù-bara, o feunteunioù, o zraoñiennoù hag o stêrioù. Peadra da blijout d’ar valeerien, an dud a ya war MTB* hag ar varc’hegerien. E Banaleg e kaver ivez stalioù-kenwerzh giz gwechall bodet tro-dro d’an ti-kêr ha d’an iliz-parrez, un degemer c’hwek, e-leizh a obererezhioù sevenadurel ha sport.

Bep bloaz, e gouel bras ar micherioù kozh e-kreiz miz Eost, e vez adkavet ar boazioù kozh. Adkavout a ra ar weladennerien, fromet, boazioù meurdezus o hendadoù mederien, dornerien, botaouerien, marichaled…

Hengoun bepred, gant ar c’helc’h keltiek « Les Genêts d’ or », a lakao ac’hanoc’h da zañsal ur gavotenn diroll en e festival folklorel d’ar 15 a viz Eost. Di e teu ouzhpenn 3000 a dud, entanet gant an eured aozet evel gwechall e Breizh, gant an dilhadoù marzhus, ar c’hanaouennoù, an dañsoù, ha gant sonerezh ar biniawoù hag ar bombardoù bodet en ur bagad meurdezus.

A-hed ar bloaz e vez kinniget da annezidi Banaleg ha d’ar vakañsourien obererezhioù dudi a-leizh gant kevredigezhioù leun a startijenn eus ar gumun.

E maezioù glas ar gumun e c’haller ober pourmenadennoù plijus, ha gallout a reot kavout lec’hioù sioul ha diskuizh enno, pe e vefe er c’hoadoù hollgaer (hentoù a c’haller mont ganto) pe war lez an traoñiennoù m’emañ an Izol hag ar Stêr-Gozh, un adstêr d’ar Stêr-Aven, o kammigellañ.

Da welet ivez : an iliz-parrez eus ar XVIvet kantved ha troiad brudet chapelioù Banaleg strewet war ar maez.

*MTB = Marc’h-houarn treuz bro

Bei, e su Penn-ar-Bed, etre Kemperle ha Rieg, zo ur gumun war-dro 1100 annezad, treuzet gant ur stêr, ar Bêlon. 729 hektar eo gorread ar gumun-se.

Er gumun, ouzhpenn ma’z eus ur glad istorel dedennus-kenañ (iliz Sant Pêr ar Liammoù, kroez ar Lein, feteun Sant Korneli ha Sant Alar,…), ez eus ur skol bublik (skol-vamm ha skol kentañ derez), ul levraoueg-kêr, ur sal liezimplij ha takadoù glas gant c’hoarioù evit ar vugale. Gant meur a gevredigezh e vez roet startijenn da vuhez sport ha sevenadurel annezidi Bei ha krouet liammoù sokial. Hag e-leizh a dud a vicher, artizaned ha kenwerzherien, a zegas o lod evit gwellaat buhez pemdeziek paotred ha merc’hed Bei ha kalite o buhez.

Kumun Kloar-Karnoed, poblet gant 4 200 annezad, zo e-barzh kanton Kemperle. 3483 hektar zo dindani ha bevennet eo en norzh gant Kemperle, er c’hornôg gant Molan, er reter gant al Laita, hag er su gant ar Meurvor Atlantel. Aodoù ar gumun en em astenn a-hed 11 kilometr.

E Kloar-Karnoed emañ Porzh Dolan, ur c’haer a borzhig-mor sioul ma vez kavet pesketaerien ha bageerien war un dro. Ar Pouldu zo er gumun ivez ; ur gêr gouronkañ brudet eo abalamour ma oa bet livourien anavezet o chom enni (Gauguin, Meijer de Haan…). Ti-Mirdi ar Pouldu, adsavet pizh evel ma oa an davarn war an draezhenn pa oa livourien brudet oc’h ober o annez enni, zo ul lec’h na c’haller ket chom hep gweladenniñ. E Kloar-Karnoed e kaver ur glad puilh, evel m’en diskouez aspadennoù abati Karnoed, milin Kerc’housked hag he chapelioù stank. Hep disoñjal al Laita, ur stêr 17 km a hed a red he c’hildroennoù e koad Karnoed hag a ya d’ober ar vevenn etre Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan. An douristed a gavo bod aes, pe e vefe e tachennoù-kampiñ, e tiez-annez pe e ranndioù meurblet…

Gwelegouarc’h, war-hed ugent munut hent diouzh an Oriant pe Kemperle, zo bevennet gant div stêr beskedus : ar Skorf hag an Ele. Ur vourc’hig vistr diwar ar maez eo, gant tiez adkempennet e doare tiez ar c’horn-bro.

Stalioù-kenwerzh lies-servij, e-leizh a vodoù hag a gambroù ostizien, un dachenn-gampiñ ma kaver disheol ha sioulder… Degemeret c’hwek e vo ar veajourien hag an douristed e Gwelegouarc’h. Dre hentoù-bale e c’haller ergerzhet ar maezioù hag ar c’hoadoù, ar chapelioù, ar feuteunioù hag ar fornioù-bara zo enno. Ul lec’h dibar eo Roc’helloù an Diaoul ha bep hañv e vez birvilh eno gant an endervezhioù sonerezh, an diskouezadegoù, an troioù-bale war droad. Er goañv ez eo eno ivez e vez aozet kevezadegoù kanoe-kaiak.

An Treoù-Kerne zo war-hed 10 munut hent d’ar muiañ diouzh daou eskemmer war an hent-tizh (Kervidanou, Kerandreo-Loyann), 10 min diouzh Kemperle (kêr greiz) ha dindan 20 munut diouzh an aod. Un endro bevañ plijus zo gant hec’h annezidi, tro-dro d’ur poull-dour kempennet er vourc’h gant un dachenn-c’hoari evit ar vugale.

Tud an Treoù-Kerne o deus servijoù nes a-leizh (ur stal-vara, ur stal-ispiserezh ha kazetennoù, ur stal-vutun, div davarn, ur saloñs ficherezh-blev, ur skol-gumun hag ul levraoueg 100 m2 bet digoret e 2012) ha gant-se n’o devez ket an dud da vont re gant o c’hirri. Ouzhpenn se e vez ingal kenwerzherien red o werzhañ o marc’hadourezh er vourc’h (marc’hadour pesked, pizzaiolo, charkuter tineller).
Puilh eo glad henoniel ar gumun ivez, gant Maen-hir Lanniskar, taol-vaen Goalichod, hep disoñjal Intron Lanniskar (delwenn maen-hir) a c’haller gwelet e mirdi ar Ragistor e Penn-ar-Bed, e Penmarc’h. N’eo ket fall an traoù kennebeut evit ar glad relijiel, gant chapel Kerdute, feteun Sant-Harbod hag ar c’halvarioù dreist-holl.

Lokunole a zeu hec’h anv eus « Log Gwennole », a dalvez kement ha « Peniti Gwennole ». Bez’ eo ur gumun c’hlas digompez, 1678 hektar dindani, ha treuzet eo gant an Ele. Tost eo da Roc’helloù an Diaoul, Kemperle (10 min) hag an Oriant (25 min) ha 1100 den zo o chom enni.

E Lokunole ez eus ur skol bublik, un ajañs-post, ul levraoueg, ur sal liezimplij, ul liorzh-kêr, un davarn-kenwerzh lies-servij, un davarn-sonadeg hag un dachenn-gampiñ prevez, Ti Nadan.
Ouzhpenn ar glad naturel gwarezet eo liesseurt glad ar savadurioù er gumun : iliz, chapelioù, milinoù, pontoù, feunteunioù, fornioù-bara, puñsoù…
Ar c’hevredigezhioù sport pe sevenadurel, an artizaned ha tud ar c’hêriadennoù a zegas o lod ivez evit ma vefe ar gumun vihan-se ur vourc’h bev ha degemerus evit an holl annezidi nevez.

Mellag zo o kreskiñ er vourc’h, tro-dro d’an ti-kêr, d’an oaledoù sokiosevenadurel ha d’ar strollad skolioù, ma vez degemeret 350 bugel. War-dro 110 kêriadenn zo er gumun ha 2660 annezad zo o chom enno. E Ti Bodell e kaver stalioù-kenwerzh nes bev-birvidik ha kabinedoù michereien ar yec’hed a ra eus Mellag ur gumun frammet mat. Liesseurt eo ar glad er gumun (Maner Kernod, ar Vilin Wenn, ar c’halvar hag e iliz, traoñienn an Izol, ha kement zo) ha gant-se e vez desachet an dud ganti.

Ul lodenn vras eus takad kenwerzh ha greanterezh Kervidanou, a-hed an hent-tizh, zo er gumun. Lakaet eo bet an dachenn ma vez añchet dour ar Feteun Sant Pêr da dachenn a laz foran; niverus eo ar raktresoù terkañ hag an hentoù-bale enni.
Met penaos bezañ ur gumun blijus anez kaout ur rouedad kevredigezhioù pouezus ? Un 30 kevredigezh bennak, gant 800 ezel, zo er gumun. Diorroet-mat eo an obererezhioù sokial, sevenadurel ha sport dre an teir oaled, ar sal liezimplij, enni ur sal obererezh hag un adkegin, an tri stad, al leur-dennis toet, an dachenn liessport evit ar grennarded hag an dachenn-c’hoari evit ar vugaligoù er Greizenn Mitterrand, un dachenn daou hektar dindan wez e-kreiz ar vourc’h.

Molan, an eil kumun vrasañ e bro Kemperle, gant ouzhpenn 7000 annezad, zo ur gumun startijenn ganti, merket gant un endro dibar.

E Molan ez eus ur glad naturel dibar, a c’haller ober anaoudegezh gantañ a-hed gwenodennoù bale a-leizh : traezhennoù, oufoù, porzhioù-mor neuziet-kaer ha stêrioù brudet-mat gant o istr. Aveadurioù publik ar gumun a ziskouez pegen tomm emeur ouzh kalite ar vuhez enni : skolioù-kentañ, skolaj, magouri, leurenn sport klok, sal-abadennoù, levraoueg… ha kement zo.

Kerien, tost da harzoù al lodenn eus Kerne zo e Penn-ar-Bed, en em astenn war 4500 hektar, torosennek ha digompez etre ar Menezioù Du en norzh ha traoñienn an Izol er su. Bevennet eo ar gumun gant teir steir (an Ele, an Izol, an Naig) hag enni e kaver gweledvaoù a bep seurt gant torgennoù ha traoniennoù koadek-stank, evel el lec’hienn dibar anvet « Roc’helloù an Diaoul ».

Kerien a zeu hec’h anv eus hini ur penitiour iwerzhonat « Naomh Ciarán », da lavaret eo « Sant Karian ». Aspadennoù istorel a-leizh zo testoù eus an amzer dremenet. Ur glad relijiel dibar a dalvez ar boan da welet, a-hed meur a hent-bale.

Eus al labour-douar e teu pinvidigezh pennañ ar gumun, gant 30 stal labour-douar, met an artizanerezh, ar c’henwerzh lec’hel hag ar servijoù nes a zegas o lod ivez da vastañ da ezhommoù pennañ ar 1703 annezad.

Kemperle, diazezet e gevred Penn-ar-Bed, zo 17 km er c’hornôg d’an Oriant ha 45 km er reter da Gemper. Dont a ra hec’h anv eus ar ger “kember” hag eus anv ar stêr Ele, dre ma’z eo al lec’h ma kej an Ele gant an Izol, evit stummañ al Laeta, un aber hag a bign al lanv ennañ, a c’halled bageal warnañ gwechall hag a rae eus Kemperle ur porzh-mor en amzer gozh.

Treuzdougen : ul lec’h strategel

Aveet-mat eo Kemperle a-fet an hentoù da zont betek enni. Ehanañ a ra an TTB (Tren Tizh Bras) enni hag evel-se emañ kêr war-hed peder eurvezh diouzh Pariz, gant tri monedone bemdez. Dre zaou eskemmer (tri evit mont war-zu Kemper) e c’haller tizhout buan an HB 165, un hent-tizh 2 x 2 forzh a liamm kêrioù bras Breizh a-hed ar Meurvor Atlantel.

Un armerzh startijenn gantañ

Kreiz-kêr zo stalioù artizaned a-leizh enni, ken e vez desachet an dud ganto, ha tro-dro dezhi ez eus takadoù kenwerzh ha greanterezh stank (Kervidanou, Kergwaler, Kerizol, Kergostioù, Kernevez Braouig). En em dreiñ a reer hiziv war-zu un armerzh durc’haet muioc’h-mui d’ar servijoù ha d’ar greanterezhioù penn a-raok.

Ur glad istorel ha naturel

Kemperle, penn-lec’h ur c’hanton diwar ar maez, zo ur gêr na re vras na re vihan (gant 10 877 annezad e 2007) ma vez graet marc’hadoù, foarioù ha pardonioù. Puilh eo ar glad istorel enni, evel ma’z eo diskouezet gant ar monumantoù rummet a zo stank enni (Iliz Maria-Hanter-Eost, Iliz ar Groaz Santel, Ti ar Waregerien ha dismantroù Iliz Sant Kolomban. Ur glad naturel puilh zo ivez e Kemperle.

Ur vuhez sokial birvidik

Lies a abadennoù a vez aozet en aveadurioù sport ha sevenadurel a-hed ar bloaz. Meur a skol a bled gant an deskadurezh, eus ar skol-vamm betek al lise. E Kemperle ez eus ur rouedad kevredigezhioù puilh-kenañ, ma vez degemeret abadennoù a-leizh, hag un endro bevañ dibar. Ur gêr ma’z eo brav bevañ eo Kemperle.

Redene, e reter bro Kemperle, en em astenn war 2449 hektar. 2 684 annezad a oa da vare an niveradeg diwezhañ, e 2007.

Ur gumun diwar ar maez e oa Redene, dreist-holl, betek ar bloavezhioù 70. Neuze e voe dedennet tud a-leizh ganti da zont da brenañ un ti, a wagennadoù lerc’h-ouzh-lerc’h. Desachet e oa an dud gant al lec’h m’emañ ar gumun : tost eo d’an hent-tizh Brest-Naoned, enni polioù armerzhel pouezus hag ur glad naturel a oa bet gwarezet dre chañs.

Abalamour d’al lec’h m’emañ Redene ha d’hec’h istor he deus dalc’het ar gumun un darempred strizh gant ar Mor-Bihan, ha miret he deus kalz a voazioù kozh eus an departamant-se. E kalz kêriadennoù e kaver tiez savet nevez zo e-kichen tiez kozh dibar o savouriezh, e-kreiz maezioù m’eo pouezus al labour-douar.

Gant al labourioù zo bet graet nevez zo evit terkañ pe reneveziñ savadurioù eo deuet ar vourc’h da vezañ ul lec’h bevañ plijus ha bev. Gant ar skolioù, ar stalioù-kenwerzh, startijenn kevredigezhioù a-leizh, ez eo ul lec’h emgav eus ar c’hentañ.

Gant an hentoù bras a dreuz ar gumun ez eus bet gallet diazezañ obererezhioù war lez an hent a gas eus Kemperle da Bont-Skorf ha nevesoc’h zo e Kerfleuri ma’z eus un takad labourerezh lies e c’halvidigezh o tiorren.

Dre an emdroadur-se emañ Redene o soñjal en amzer-da-zont, gant fiziañs, ha mirout a ra hec’h identelezh eo bet desachet an dud ganti.

Emañ Rieg etre ar Stêr-Aven hag ar Belon. Gant an istr plat, hep mar ebet, istr ar Belon, ha gant boued mat ha gweledvaoù ar c’hornad, ez eus deuet brud d’ar gumun-se, 4200 annezad enni.

Saonioù garzhaouek, gwenodennoù bale… pep tra amañ a gas war-zu ar stêr hag ar mor. Chañs o deus ar weladennerien pa c’hallont bale war roudoù al livourien hag ober anaoudegezh, amañ hag ahont, gant ar glazoù hag ar melenoù a zegasas awen da vistri Skol Pont-Aven.

War dachenn ar savouriezh ez eus monumantoù dedennus-kenañ a-leizh e Rieg. Gallout a reot gweladenniñ iliz Sant Pêr e kreiz-kêr ha pemp chapel a-strew er gumun.

Met e Rieg emañ ivez ar greizenn « Ti Mélanie ». Gant ar vaouez-se, a oa o terc’hel un ispiserezh e Rieg er bloavezhioù 20, e voe fardet ur pred war ar prim evit arzourien eus Pariz, a oa o pourmen er vro ha ne gavent preti ebet. Chervad a rejont ha mat e voe kavet ar boued ganto. Stagañ a reas Mélanie da geginañ ha degemer a reas begoù-lipous evel Vincent Auriol, Colette, René Coty, Edouard Herriot, Georges Pompidou, Curnonsky, gant gred ha digamambre (ligistri, timbaladoù boued-mor…).

Kumun Sant-Turian zo 40 km diouzh Kemper, 30 km diouzh an Oriant, 11 km diouzh Kemperle ha Skaer, ha 7 km diouzh Banaleg. Bevennet eo ar gumun gant an Izol, ur stêr kammigellek he naoz hag a zo o redek en un draoñienn goadek, er c’hornôg hag er su, ha gant gwezh Sant-Alar en norzh.

E-kreiz ar gumun emañ ar vourc’h, etre 100 ha 120 m a uhelder.
D’ar 1añ a viz Genver 2010 e oa 899 annezad e Sant-Turian.
Ar gumun zo 2141 hektar he gorread.
Gevellet eo Sant-Turian abaoe an 29 a viz Gouere 1995 gant « Cill Mochua (Kilmacow) », ur barrez eus Iwerzhon.

117.58 m2 eo Skaer ha gallout a ra fougeal gant ar gorread-se pa’z eo ar gumun vrasañ e Penn-ar-Bed, hag e Breizh a-bezh zoken. Koadek-kenañ e oa ar gumun gwechall-gozh, evel ma tiskouez al lec’hanvioù niverus savet diwar ar ger « Koad ». Div goadeg vras zo enni c’hoazh : koad Kaskadeg ha koad Koadloc’h.

An holl aveadurioù ret d’ar vuhez a vremañ a gaver er gumun : kenwerzh, artizanerezh, obererezh sokial, yec’hed, deskadurezh, labour-douar, sport, touristerezh ha sevenadur.

Tremeven, diazezet e-kreiz bro Kemperle, zo kuzhet teñzorioù istor ha savouriezh enni, e-mesk saonioù. Bevennet eo ar gumun gant div stêr, an Ele hag an Izol. Ganto e vez dedennet an dud ha desachet ar besketaerien dluzhed hag eoged, kerkoulz hag ar valeerien hag an dud a ya war MTB*.

*MTB : marc’h-houarn treuz bro

Votre navigateur est dépassé !

Mettez à jour votre navigateur pour voir ce site internet correctement. Mettre à jour mon navigateur

×